Dalc’hoù
Enjeux
1 - Stourm ouzh an dourioù-beuz evit gwareziñ an dud hag ar madoù
Lutter contre les inondations pour protéger les personnes et les biens
Er programm oberoù dizarbenn a-enep an dic’hlannoù (PODD) ez eus kaoz eus :
- Kempenn ar garidennoù danzouar : aesaat d’an dour tremen e strizhennoù garidenn ar Jarlo ha krouiñ ur pennad garidenn nevez evit ar C’hefleud dindan ar blasenn Emile Souvestre, etre Straed Brest ha Plasenn an Ostajoù ;
- Dizoleiñ lodennoù zo eus an diaz etre ar c’hiosk hag ar c’hroashent-tro Charles de Gaulle evit aesaat skarzhañ an dourioù eus ar gibenn-se e kreiz-kêr ;
- Hag adkepenn ar plasennoù Kornig ha de Gaulle evit ma vint kleuziek, dezho da zerc’hel dourioù-beuz en o c’hreiz.
Gant an tri zamm labour-se e vo aesaet skarzhañ an dourioù ha digreskiñ a raio ar riskloù dic’hlannañ ouzh ar savadurioù. Gant an doare-se ne vefe ket bet dourioù-beuz er goañv 2013-2014 e kreiz-kêr.
Hervez ar studiadennoù ha modeladurioù a zo bet graet gant An Dour ne vo ket ken kreñv kresk an dour ma vez dizoloet ar stêr en ardraoñ hag adkempennet ar garidennoù.
Gant ar studiadennoù-se e weler ivez e vo 80% nebeutoc’h a freuzioù deuet diwar kreskoù ugenvloaziat ha tregontvloaziat an dourioù, hag an hanter nebeutoc’h a freuzioù en ur ober 50 vloaz pa vo dizoloet ar stêr hag adkempennet ar garidennoù.

2 - Gwareziñ an endro hag ar yec’hed foran
Protéger l’environnement et la santé publique
Un dalc’h pouezus-bras evit yec’hed an holl eo gwareziñ kalite an dour evit kouronkañ ha gwareziñ an takadoù kreginerezh hag al liesseurted, gant-se e vo kaset labourioù bras da benn evit nevesaat ar rouedadoù abalamour d’ober pep tra hag a sell ouzh al lodennoù danzouar e kreiz-kêr er memes mare.

3 - Adsoñjal an endro bevañ ha dedennusted kreiz-kêr
Repenser le cadre de vie et l’attractivité du centre-ville
Al labourioù-se a vo un digarez a-zoare d’en em soñjal war an endro bevañ ha dedennusted kreiz-kêr :
- Lakaat al lec’hioù foran da vezañ diouzh an implijoù anezho a vez hiziv an deiz ;
- Lakaat kreiz-kêr da vezañ aesoc’h d’an holl (an dud nammet, ar re gozh, ar vugale…), « siouloc’h » ha plijus ;
- Stag muioc’h ouzh an endro (glad, dour, plant, stag ouzh ar mor…).
